Abadennoù-selaou evit stagañ gant ar bloaz

Disul 15 a viz Genver e oa bet aozet abadennoù-selaou Skol Vuzik Bagad Bro Landerne. 70 talabarder, biniaouer, ha tabouliner o vezañ stummet a oa bet tro da glevet. Gellet o deus an deskarded kinnig disoc'h al labour boulc’het e miz Gwengolo.
Evit klozañ an devezh brav-se eo bet bodet an holl tro-dro d’ur banne ha da wastilli ar Rouaned . Tro da bep hini da hetiñ ur bloavezh mat d’egile.
Trugarekaat a reomp a-greiz kalon an holl stummerien evit an amzer a dremenont hag evit o labour hag e hetomp deoc’h ivez ur bloavezh mat e 2017.
- Evit embann ur gerig ret deoc'h kevreañ pe krouiñ ur gont