Kevelerien
Kêr Landerne

Keveler pennañ ar Bagad eo Kêr Landerne. Evit mont da heuilh gant ar politikerezh sevenadurel e vez skoazellet ar strollad gant ur yalc'had evit mont en-dro ar strollad. Ouzhpenn-se e vez prestet salioù (salioù Ti ar Sonerezh evit ar pleustradegoù hag ar c'hentelioù) ha skoazellet e vez gant implijidi an ti-kêr pa vez ezhomm... Diouzh an tu-all e vez ingal ar bagad o lakaat war-wel Kêr Landerne pa ya da bourmen er gouelioù e Breizh hag e lec'h-all. Ar bagad a gemer perzh ivez e buhez sevenadurel kêr en ur seniñ pa vez goulennet digantañ.
Lec'hienn : www.ville-landerneau.fr
Kuzul Rannvro Breizh 4

Treuzkas un hêrezh sevenadurel ha bev a zo unan eus palioù pennañ politikerezh sevenadurel Rannvro Breizh. Setu perak e vez skoazellet kalz ganto Bodadeg ar Sonerion (ar gengevredigezh vroadel) a aoz ar c'henstrivadegoù hag ul lodenn eus stummadur ar sonerien. Skol sonerezh brasañ Breizh eo Bodadeg Ar Sonerion.
Ar C'huzul-Rannvro a sikour ivez ar strolladoù (bagadoù, kelc'hioù ha lazioù-kanañ) da vont da bell-vro.
Bagad Bro Landerne en deus implijet ar skoazell-se evit mont da seniñ e kalzig gouelioù-meur pa vefe e Bro-Gembre, e Roumania, e Bro-Astur, e Polonia, e Belgia pe c'hoazh e Bro-Portugal.
Lec'hienn : www.bretagne.bzh
Kuzul departamant Penn-ar-Bed

Ur politikerezh war an arvestoù-bev a vez kaset da benn gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed. Dedennet kenañ eo ouzh "an dañs hag ar sonerezh hengounel evel liamm a-bouez etre ar remziadoù".
Evit diorren ar pleustr-se e skoazell Bodadeg Ar Sonerien Penn ar Bed, pal BAS 29 a zo stummañ sonerien yaouank war dachenn an departamant. Bagad Bro Landerne a implij kelennerien BAS 29 en ur baeañ ur priz izel dre sikour skoazell an departamant.

Ur sikour war-eeun a vez ivez roet dar Bagad gant ar C'huzul-departamant : ur skoazell bloaz war ar raktres sevenadurel ha pedagogel, ur skoazell evit prenañ binviji. Gant sikour ar skoazelloù-se eo bet posupl d'ar gevredigezh prenañ binviji nevez e 2011 ha fardañ ur 80 dilhad nevez evit sonerien ar Bagad hag ar Bagadig.
Lec'hienn : www.cg29.fr
Triskalia


Triskalia a zo ur gevelouri troet war al labour-douar.
E 1911 e voe krouet Ofis Santral Landerne, ar pal a oa bodañ labourerien-douar, deuet eo da vezañ diwezatoc'h Coopagri Bretagne (Ar C'hop). En XXvet kantved e oa bet Ofis Santral Landerne unan eus nerzhioù ekonomikel pennañ al labour-douar e Breizh. Rekouret en doa al labourien-douar da vont war-raok. Embregerezhioù ha stalioù-all a voe bet krouet e Landerne o implijout menozioù ar gevelouri hag ar genwarezouriezh (mutualism) : Groupama Liger-Breizh, le CMB/KFB (Kef Kengredit Breizh), ha Coopagri Bretagne, deuet da vezañ Triskalia e 2010 goude ma vefe aet asambles teir c'hevelouri eus Breizh.
Triskalia, staliet e sez e Landerneau en deus en deiz-ha-hiriv un 20 000 labourer-douar ezel, 4 200 implijad ha 300 stal pe embregerezh.
E 2011, eo bet sinet etre Triskalia ha Bagad Bro Landerne ur gevrat mesenerezh. Gant ar gevrat-se e-tiskouezh Triskalia e skoazell ouzh brudañ ha skignañ sonerezh Breizh hag e-touez pep tra ar c'helenn hag ar stummadur a vez roet da sonerien yaouank ar Bagad.
Lec'hienn : www.triskalia.fr
Keltia

En ostaleri Keltia ez eus tu beajiñ en un aergelc’h keltiek dre ma vez servijet evajoù a bep seurt o deus graet brud ar broioù (keltiek !) a brodu anezho. Ingal e vez adkavet sonerien Bagad Bro Landerne eno goude ar pleustradegoù, dre ma n’o deus loch ebet dezho o-unan. Ouzhpenn ul lec’h plijus evit e aergelc’h eo ar C’heltia. Un arc’hanter eo ivez, a skoazell ar Bagad bep tro ma vez ezhomm evit aozañ darvoudoù. Bruno, penn-servijour an ostaleri, a zo deuet ar soñj dezhañ sevel ar Bagad Keltia, ennañ sonerien ar Bagad, a son ur wech an amzer war Pont Landerne. Aozañ a ra ivez bep Sul e-pad an hañv dirak an ostaleri festoù-deiz gant sonerien eus ar vro.
Brudet eo an davarn ivez er vro, ma n’eo ket er bed, a-bezh, a-drugarez d’ar filmig « Bienvenue chez les Bretons » gant Jean Floc'h al Landernevad ha Grandpamini, en deus graet reuz war ar rouedad e 2012 (ouzhpenn ur milion a selladenn war YouTube), a zo bet troet eno. Un taol vrav !
Lec'hienn : www.lekeltiapub.asso22.fr