Da geñver lodenn gentañ kenstrivadeg Broadel ar Bagadoù Eil Rummad e vo kinniget gant Bagad Bro Landerne un heuliad anvet «Ar Mousig Bihan Er Bed Burzhudus», soubet e vezoc’h en ur bed glann ha laouen.
Mil-vrudet eo an ton « Ar Mousig Bihan » er vro Vigoudenn hag an hini bet kanet gant Mari An Drev eus Penn-Marc’h a ro tudenn faltazius ar mousig.
Evit kregiñ ganti e vo sonnet un ton gavotenn a Vro-Vigoudenn kempennet hag a son evel penn-kentañ un hanez (un istor harozel ha marzhus a gemmeskfe istor ha mojenn). Goude e vo galvet ar sonerien d’an dañs gant ur galv, da gentañ gant ur c’hempennadur nevez ha goude en un doare tostoc’h d’ar pezh ‘vez klevet en deiz ha hiriv c’hoazh. Ha setu erru poent mont da zañsal dañs ar Vro-Vigoudenn. An ton a-boz Ar Mousig Bihan a vezo roet da glevet goude-se hag emichañs e roio deoc’h da soñj e luskellerezioù ho pugaleaj.
Evit klozañ an heuliad hag hanez ar mousig e vo adloc’het gant an dañs ha roet da glevet en-dro an tem en doa lañset an heuliad.
Deuit er bed burzhudus gant Bagad Bro Landerne !